MALO - Mon père
MALO a zo ur strollad sonerezh gall gant kanaouennoù personel hag orin, savet gant daou baotr hag ur vaouez, mouezhioù mesket ha binvioù akoustik a gas ac'hanoc'h betek broioù e-lec’h ma kej ar festoù hag ar varzhoniezh. Ul lodenn eus un hengoun bennak eus ar c'han gallek eo ar strollad hag eus lignez an arzourien all.
Along the Mekong
Long Live the Fallen World a zo ar pont nemetañ en deus roet ster din etre ma c'hoant da grouiñ arz ha ma c'hoant gant nerzh an istor. Ergerzhout an Istor dre ar veajoù ha ma daoulagad evel luc'hskeudenner : Ur raktres a-hed ar vuhez a vo, a denn d'ar bedoù kozh, d'o hêrezh ha d'ar sevenadurioù kollet evit gwellaat ha krouiñ emskiant diwar-benn sevenadurioù kozh hor bed ha pouez ar glad.
Kroget eo bet Long Live the Fallen World pa'm eus graet ma avantur dre ouzhpenn 9000km e-pad pevar miz a-dreuz rannvro ar Mekong evit tapout restachoù eus amzer dremenet gevred Azia : oadvezh aour ar Siamed, ar Rouantelezh Pagan hag an Impalaeriezh Khmer. Ma labour a glask broudañ an dud da zeskiñ o Istor, da zeskiñ diwar-benn sevenadurioù all ha da glask kompren perak emañ an traoù evel m'emaint bremañ, evit deskiñ hor fazioù ha marteze, lakaat ar bed da vezañ ul lec'h gwelloc'h. Ret eo deomp en em c'houlenn : petra a c'hellomp deskiñ diwar an Istor ? Petra a c'hell ma Istor deskiñ din evel keodedour eus ar bed-mañ ? Kompren pelec'h omp bet hag eus pelec'h omp evit priziañ piv omp e gwirionez.